GERIAOUEG KERNEVEG-BREZHONEG
Kerneveg.mbd - evit M$Access 97
  • 1061 ger kerneveg gant o zroidigezh saozneg evel kavet e-barzh 'a Short Cornish Dictionnary' gant C. Truran, embannet gant Tor Mark Press e Redruth.
  • Kinnig a ran ivez un droidigezh e brezhoneg hag e galleg pa c'hellan, gant un notenn bennak bep an amzer.
  • Plijet-bras e vefen ma vefe difaziet ha klokaet an tamm labour-mañ gant tud gouiziekoc'h egedon
Kerneveg.xls - evit M$Excel 97
Furmadoù disheñvel a c'hellan kinnig deoc'h mar karit : *.TXT, *.CSV, hag all. Kaset din ur postel o resisaat ho c'hoantoù.
netrant

AR c'h-CATHOLICON
Catholicon.mbd - evit M$Access 97
  • Bet bizskrivet ivez ganin un toullad bloavezhioù 'zo bremañ gant Access 97 :
    [1] stumm kozh ar ger : 6020 anezhe...
    [2] ar stumm peurunvan (da zonet...)
    [3] ar galleg
    [4] al latin
    [5] notennoù latin

  • Trugarez c'hoazh da gas din ho reizhadurioù.
Catholicon.xls - evit M$Excel 97
Furmadoù disheñvel a c'hellan kinnig deoc'h mar karit : *.TXT, *.CSV, hag all. Kaset din ur postel o resisaat ho c'hoantoù.
netrant
Holl ret :kit d'ober un tamm tro war www.catholicon.net ha pellgargit anezhañ !
Diwallit : 17,46 MB a ra (furmad PDF)

GERIADUR GWENEDEG Guillevic-Le Goff
Guillevic.mbd - evit M$Access 97
  • Bizskrivet eo bet ganin un toullad bloavezhioù 'zo bremañ gant Access 97. Kavet 'vo barzh :
    [1] ar ger gwenedek (pe ul lavarenn) : 5235 anezhe...
    [2] ar stumm peurunvan (goullo eo evit poent !)
    [3] notennoù yezhadur
    [4] an droidigezh
    [5] niv. ar bajenn el levr

  • Vioù-koukoug ha fazioù all a bep seurt a vo kavet sur awalc'h. Trugarez deoc'h da gas din ho reizhadurioù.
Guillevic.xls - evit M$Excel 97
Furmadoù disheñvel a c'hellan kinnig deoc'h mar karit : *.TXT, *.CSV, hag all. Kaset din ur postel o resisaat ho c'hoantoù.
netrant