E kreisteiz departamant Aodoù-an-Arvor emañ Lodaog, war vevenn hini ar Morbihan. N'eo ket savet ar gêr evel lod brasañ kêrioù hor bro diwar bourc'h ur plou kozh bennak, pe un drevadenn anezhañ, na diwar ur c'hastell. Un lec'h emgav e oa er Grenn-Amzer evit ar Roc'haned, mistri ar vro, pa 'z aent da hemolc'hiñ er c'hoad, a oa ledanoc'h er mare-se eget bremañ sur-awalc'h. Ur barrez a oa koulskoude eno a-werso, hini Cadélac - gouestlet da sant Kado, deuet da vout ur gumun da vare an Dispac'h. Ne oa ket padet pell an traoù abalamour d'he ferson, anvet da vaer : nac'het en-deus aozañ an dilennadegoù ha setu neuze staget Cadélac ouzh Lodaog.
Kement-se a zispleg marteze perak o-deus an dud ar santimant da vevañ en ur vourc'h kentoc'h eget 'e kêr', daoust d'an dek mil bennak a dud o chom eno. Nep piv en-deus bet tro da dremen e Lodaog a oar awalc'h : strizh ar 'c'hreizkêr' endro d'an iliz. Pemp kant metr a bep tu ha stal ebet ken... Amañ n'oc'h ket nag e Pondi nag e Karaez, tudoù !


N'emañ ket gwall-bell Lodaog doc'h Breizh-Izel : un dek kilometr bennak war-zu ar c'hreistez emañ St-Jelan, e bro Wened. Kant vloaz 'zo e veze bev c'hoazh ar yezh e Sant-Karadeg, eskopti Kerne, stok ouzh Lodaog... Anvioù-lec'h brezhonek a vez kavet e Lodaog a vil-vern. Den ne oar koulskoude pedavare eo bet trec'h ar galleg : er 16vet kantved e voe galvet ur person brezhoneger eus Plezeved (Plémet), 12 kilometr e reter Lodaog, da dest da geñver prosez santelezhadur sant Erwan. Er bloavezhioù 1960 ha 1970 eo bet daougementet niver ar boblañs - ne chome ket mui met 5000 mil a annezidi - pa voe lakaet da zont labouradegoù bras ar fardañ-boued. Brasañ niver an dud nevez-deuet-se a oa genidik eus Breizh-Izel. Me 'laka ez eus war-dro mil brezhoneger hiriv-an-deiz e Lodaog, deuet da chom d'ar poent-se.

levrlennadurez

Chroniques du Pays de Loudéac, gant Jean Leclerc
Mémoires du Pays de Loudéac
Kaier Dastum n°2