Souezhet e vo lod ac'hanoc'h, emichañs, gant ar ger Lodaog implijet war al lec'hienn-mañ e-lec'h ur stumm all, Loudieg, deuet da vout boutin awalc'h, dreist-holl gant an nevez-vrezhonegerien. Sklaeroc'h e vo an traoù goude an tammoù displegadurioù da heul.

Loudieg
Din da c'houzout eo Roparz Hemon an hini a reas evit ar wezh kentañ gant ar ger-se en e c'heriadur holl-vrudet, ar pitidiko. N'ouzon dare e pelec'h en-doa e glevet pe lennet. Kredapl-bras n'eo ken met ar ger gallek, Loudéac, distaget hag un tammig distreset gant brezhonegerien ha na ouient ket [mui ?] ger ebet all en o yezh.

Lodaog
Kavet e vez koulskoude forzhig stummoù all koulz e geriadurioù tostoc'h eus ar yezh komzet (hini Favereau da skouer) hag e genoù Yann Vrezhoneger, dreist-holl e bro Wened - na paneveken war Radio Bro Gwened, just-awalc'h, kazi bemdez. Menegomp, ouzhpenn Lodaog, adstummoù evel Loraog (ur 'sourard' a vez graet eus ur soudard 'lec'h ma raer gant Loraog), Leuzag, ha c'hoazh. Pa 'mo amzer da gempenn un tammig al lec'hienn, e roin resisadurioù war gement-se.
Bez e c'hellfen ivez ober anv eus meur a desteni all eus implij ar stummoù-se, bev mat, ha sur awalc'h brezhonekoc'h eget 'Loudieg', da skouer en ur pennad-kaoz diwar Yann Sohier e unan eus niverennoù kentañ Evit ar Brezhoneg.

Ha bremañ ?
Ur rann-galon eo din gwelet a-gleiz hag a-zehou Loudieg war panelloù ofisiel evel e kreiz-kêr Gwengamp, oc'h aloubiñ an dachenn a zo hini Lodaog... Tud a zo aet e darempred gant paotred Ofis ar Brezhoneg. Skrivet e vo ivez da aotroù maer Poñdi, lec'h ma vo lakaet panelloù divyezheg a-benn nebeut.
A-dra sur eo un tammig luziet ar gudenn ha n'omp ket gwall rekouret gant ar skiant : n'eo ket sklaer-sklaer orin ar gêr, ha n'omp ket avañsetoc'h gant ar galloeg, Loudiâ...

Setu. Lârit din ho soñj mar karit.